Dilastezer

Karr-nij o strewiñ dilastezerien war ar parkeier.

Dilastezer eo an anv hollek roet d’an holl danvezioù naturel pe kevanaozel gouest da gontrolañ, da zedennañ, da argas, da zistrujañ pa da enebiñ ouzh diorroadur ar boudoù bev (mikroboù, loened ha plant) a vez sellet oute evel noazus evit al labour-douar, an naetadurezh publik (da skouer ar c’hwiled-du en tier), ar yec’hed publik (an amprevaned arvevat (laou, c’hwen) pe a zegas kleñvedoù evel terzhienn-ar-paludoù hag ar bakteri kontammus eus an dour distrujet gant klor), yec’hed al loened, pe an tachennoù n’int ket gounezet (hentoù, aerborzhioù, hentoù-houarn, rouedadoù tredan...).

Ledanoc’h hag hollekoc’h eo ar ger « dilastezer » evit an anv « produioù fitoyec’hedel » rak talvezout a ra ivez evit an holl broduioù implijet evit stourm ouzh holl an organegoù anvet noazus, pe mall o c’has (da skouer ar c’habelloù-touseg a c’hallfe labezañ koadaj un ti) hag al louzeier evit al loened a dalvez da wareziñ ar chatal, ar jiber pe al loened doñv (da skouer, an troioù-c’hoûg enep ar c’hwen evit ar chas).


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy